William Jones (yezhour)

Sir William Jones

Sir William Jones (28 Gwengolo 1746 – 27 Ebrel 1794) a oa ur yezhour eus ur familh kembreat ha saoz. Ganet e voe e Londrez, mab d'ar matematikour kembreat William Jones. Gwiraour e oa diouzh e vicher ha labourat a reas e Kolkata, en India. Sevel ha ren a reas an "Asiatic Society of Bengal" ; treiñ a reas oberennoù lennel eus India ha Pers e saozneg.

William Jones a voe unan eus an dud kentañ o verzout pegen heñvel e oa ar sañskriteg, an henc'hresianeg hag al latin ha disklêriañ a reas e tlee an teir yezh kozh-se dont diwar an hevelep mammenn, un henyezh hag a oa orin ivez ar yezhoù germanek ha keltiek. D'an henyezh-se e voe roet, diwezhatoc'h, an anv Indezeuropeg. Diwarni e oa deuet, emezañ, ar yezhoù indezeuropek, komzet en Europa hag en Azia. Diwezhatoc'h e voe lakaet yezhoù all ouzhpenn er familh yezhoù-se : ar yezhoù baltek, ar yezhoù slavek, an albaneg, an armenieg ha re all c'hoazh. E 1771 e voe embannet gant William Jones ur Grammar of the Persian Language, al levr kentañ da zeskiñ perseg dre ar saozneg. Treiñ a reas oberennoù lennegel persek hag a voe lennet gant barzhed eus Europa d'ar mare-se, tud evel George Byron pe Shelley.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy